Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:1
21 Referencias Cruzadas  

Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.


Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm.


Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive; hag e‐pad ma oa o pedi, an env a zigoraz,


Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he‐unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond.


Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar;


hag e lavaraz: Setu, e velan an envou digor, ha Mab an den en he za en tu deo da Zoue.


Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,


Neuze e tistroiz evit gwelet a be leac’h e teue ar vouez a gomze ouzin; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur aour;


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe.


Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.


Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol.


Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos