Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 3:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

16 Ha goudé ma oé bet badéhet, Jesus e sàüas ragtal a ziar en deur, ha chetu en Nean e oé digueoret dehou, hag e huélas Sperèd Doué dischennein él ur glom, ha splannein ar‐n‐hou:

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:16
14 Referencias Cruzadas  

Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm.


Lavaret a reaz ive dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: A‐viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den.


Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur.


adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.


hag e lavaraz: Setu, e velan an envou digor, ha Mab an den en he za en tu deo da Zoue.


Ar Jesus‐se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad; n’e ket gant ar dour hep‐ken, mes gant an dour hag ar goad; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement‐se, rag ar Spered eo ar wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos