Apocalyps 3:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout. |
O Timoteus! mir ar pez a zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel‐se en faoz;
Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen.
Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.
Ha me a gred ez eo just, ekeit ha ma vezin ebarz an danten‐man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou,
Breudeur muia‐karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad;
Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz; en amzer‐ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl.
Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz.
Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket.
ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.
Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue.