Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement‐se.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Bez’ ec’h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n’o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma’z int dellezek.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:4
31 Referencias Cruzadas  

Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit.


Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn; hag e oent spountet.


Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi.


Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.


En deiziou‐ze, Per, o sevel e‐kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h‐ugent den, pe var‐dro, a lavaraz dezhe:


ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit.


sovetait ar re all dre ar spount, o tenna anezhe euz an tan, kaout kas beteg ouz an dillad a zo bet saotret gant ho c’horf.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.


Ar re‐ze eo ar re n’int ket bet en em souillet gant merc’hed; rag gwerc’h int. Ar re‐ze eo ar re a heuil an Oan, pe leac’h‐benag ma’z a. Ar re‐ze eo ar re a zo bet prenet a‐douez an dud, evel ar c’henta‐frouez da Zoue ha d’an Oan;


An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn‐kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn.


Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn‐kan, rag al lien fin eo justis ar zent.


Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;


An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez.


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe.


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos