Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:5
23 Referencias Cruzadas  

Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.


Koulskoude n’en em rejouissit ket abalamour ma pleg deoc’h ar sperejou; mes kemerit levenez kentoc’h abalamour ma eo scrivet hoc’h hanoiou ebarz an envou.


Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue.


Pedi a ran ac’hanoud‐te ive, va c’hen‐labourer gwirion, da zicour ar gragez‐ze; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen‐labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.


Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar,


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn‐kan, rag al lien fin eo justis ar zent.


An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.


Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou.


Ha piou‐benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


ha mar deu unan‐benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi‐man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr‐man.


An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.


Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement‐se.


Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos