Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:3
24 Referencias Cruzadas  

Beillit eta, rag na ouzoc’h nag an deiz nag an heur ma teuio Mab an den.


Likit evez, veillit ha pedit; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer‐ze.


gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket.


Rag c’houi hoc’h‐unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz.


O Timoteus! mir ar pez a zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel‐se en faoz;


Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen.


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Ha me a gred ez eo just, ekeit ha ma vezin ebarz an danten‐man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou,


Breudeur muia‐karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad;


Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz; en amzer‐ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl.


Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz.


mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin.


Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket.


Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man!


Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.


Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos