Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude,
Apocalyps 1:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost. |
Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude,
Ha kement‐se a dleit da ober, abalamour d’an amzer ma’z omp enhan; rag breman ema an heur deomp da zihuna euz hor c’housk, pa’z eo gwir ar zilvidigez a zo breman tostoc’h deomp eged pa hon euz credet.
An noz a zo avanset mad, hag an deiz a dosta; taolomp eta diouzomp oberou an devalijen, ha gwiskomparmou ar sclerijen.
A‐hend‐all, tostaad a ra ar fin euz an holl draou; dre‐ze bezit fur ha beillit er beden.
Koulskoude, va breudeur muia‐karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra: penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez.
Lavaret a reaz ive d’in: Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr‐man; rag an amzer a zo tost.
Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou.
An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus!