Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 1:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 1:4
41 Referencias Cruzadas  

Er pen‐kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.


Hogen an dra‐ze a badaz e‐pad daou vloaz, en hevelep doare ma teuaz ar re holl a oa o choum en Azi, ken Judevien ken Greked, da glevet ger an Aotrou Jesus.


Parthed, Meded, Elamited, hag ar re a choum er Mesopotami, er Jude, er C’hapadosi, er Pont hag en Azi,


d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!


ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ!


Gras ha peoc’h deoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!


Jesus‐Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken.


Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret: Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evelse.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.


Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou‐ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos