Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 6:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 An dud yaouank o doa spiet a yeas hag a lakaas da zont er-maez Rahab, he zad, he mamm, he breudeur hag he holl re, hag e lakajont da zont er-maez he holl diegezh, hag o lezjont er-maez eus kamp Israel.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 6:23
15 Referencias Cruzadas  

Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh?


Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.


C'hwi a gampo er-maez eus ar c'hamp e-pad seizh devezh. Kement hini en deus lazhet unan bennak ha kement hini en deus stoket ouzh unan bennak lazhet, ra en em c'hlanaio d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, eñ hag e brizonidi.


Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.


hag en deus lavaret din: Paol, na’z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.


Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n’hoc’h eus ket da varn re an diabarzh?


c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.


Dre ar feiz Rahab ar c’hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc’h.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


penaos e lezot da vevañ va zad, va mamm, va breudeur, va c'hoarezed hag ar re holl a zo dezho, ha penaos e tiwallot hon eneoù eus ar marv.


Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc'h d'ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac'hanoc'h, ha goude-se ez eot gant hoc'h hent.


pa zeuimp er vro, e skoulmi ar gordennig a neud ruz-mouk-mañ ouzh ar prenestr ma ez po hon lakaet da ziskenn drezañ, hag e tastumi ganit ez ti da dad, da vamm, da vreudeur hag holl diegezh da dad.


Hag e tiskouezas dezho dre belec'h tremen evit mont e-barzh kêr, hag e skojont war gêr gant troc'h ar c'hleze. Met lezel a rejont an den-se da vont kuit gant e holl diegezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos