Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,
Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.