Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoù o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,
Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
D'an dekvet eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem.
d'an trede bloaz warn-ugent eus Nebukadnezar, Nebuzaradan penn ar warded a harluas seizh kant pemp Yuzev ha daou-ugent. An holl dud-se a voe eta pevar mil c'hwec'h kant.