Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 52:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Roue Babilon a skoas warno hag o lazhas e Ribla, e bro Hamad. Evel-se Juda a voe kaset er-maez eus e vro.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 52:27
28 Referencias Cruzadas  

Toi roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadadezer,


Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.


betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.


An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.


Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.


setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegañs.


Kêrioù ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da reiñ ac'hanout d'ar spont, te ha da holl vignoned. Kouezhañ a raint dre gleze o enebourien, ha da zaoulagad a welo-se. Me a lakaio Juda holl etre daouarn roue Babilon, a gaso anezho da Vabilon hag a skoio warno gant ar c'hleze.


Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.


Met Nebuzaradan penn ar warded a lezas e bro Juda hiniennoù eus an dud paourañ, ar re n'o doa netra. Hag en deiz-se e roas dezho gwini ha parkeier.


Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.


Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e bro Hamad, e-lec'h ma voe barnet.


Hag e lakain ar vro da vezañ ur glac'har hag ur gouelec'h, hag e paouezo lorc'h he nerzh. Menezioù Israel a vo gwastet, den ebet ne dremeno ken drezo.


Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.


An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos