25 Ar reizhder a zalc'himp pa virimp an holl c'hourc'hemennoù-se ha pa raimp diouto dirak an AOTROU hon Doue, evel m'en deus urzhiet deomp.
Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c'hourc'hemennoù.
ma lakaint o fiziañs e Doue, ma n'ankounac'haint ket oberennoù Doue, ma virint e c'hourc'hemennoù,
E gwenodenn an den reizh emañ ar vuhez, hag e hent ne gas ket d'ar marv.
a gerzh hervez va reolennoù hag a vir va barnedigezhioù evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU.
Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.
Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.
Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.
Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo.
ne vanki ket da reiñ dezhañ ar c'hred en-dro da guzh-heol, evit ma kousko en e zilhad ha ma vennigo ac'hanout. Kement-se a vo kontet dit da reizhder dirak an AOTROU da Zoue.
Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.