Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 6:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An AOTROU en deus gourc'hemennet deomp ober diouzh ar reolennoù-mañ, o toujañ an AOTROU hon Doue, evit ma vimp atav eürus ha ma tiwallo hor buhez evel hiziv.

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 6:24
20 Referencias Cruzadas  

Eürus eo an hini a laka evezh ouzh an ezhommeg. Da zeiz ar gwalleur an AOTROU en dieubo.


An AOTROU en diwallo hag a viro e vuhez, eürus e vo war an douar, ha ne roi ket anezhañ da c'hoant e enebourien.


eñ hag en deus miret ar vuhez d'hon ene, ha n'en deus ket lezet hon treid da gouezhañ.


Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket.


Dre an izelded ha doujañs an AOTROU, e teu pinvidigezh, enor ha buhez.


Mard out fur, out fur evidout da-unan, mard out goapaer, e tougi da-unan da boan.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec’h eus, gra kement-se hag e vevi.


Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.


Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.


Met c'hwi, ar re a zo en em staget ouzh an AOTROU ho Toue, c'hwi holl a zo bev hiziv.


evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoù hag e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioù da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioù.


ha tennet en deus ac'hanomp ac'hane, evit degas ac'hanomp d'ar vro en doa touet d'hon tadoù reiñ deomp.


Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag e reot diouto, evit ma vevot ha ma kreskot, ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro en doa touet an AOTROU d'ho tadoù.


Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos