1 Rouaned 4:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Ar verourien-se a bourveze ar roue Salomon hag an holl re a dostae ouzh taol ar roue Salomon, pep hini e-pad e viz, ha n'o lezent da vankout a netra.
Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.
hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri.