28 Degas a raent ivez heiz ha plouz evit ar c'hezeg-tenn hag ar c'hezeg-red, e-lec'h ma vezent, pep hini hervez e garg.
Ar verourien-se a bourveze ar roue Salomon hag an holl re a dostae ouzh taol ar roue Salomon, pep hini e-pad e viz, ha n'o lezent da vankout a netra.
Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroù gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned.
Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn.
Stag ar marc'h ouzh ar c'harr, plac'h Lakish! Te eo bet penn-kentañ ar pec'hed evit merc'h Sion, rak ennout o deus kavet torfedoù Israel.