David a gemeras digantañ mil seizh kant marc'heger hag ugent mil troadeg. Troc'hañ a reas jaritelloù ar c'hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr.
an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.
Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.
Salomon en doa pevar mil kraou-kezeg, kirri, ha daouzek mil marc'heger, a lakaas er c'hêrioù ma veze dalc'het e girri hag e-kichen ar roue e Jeruzalem.
Ne vo ket dezhañ un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d'an Ejipt evit kreskiñ niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc'h: Ne zistroit ken dre an hent-se.