La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Zakaria 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag e lavaris: Mont a rez da belec'h? Respont a reas din: Da vuzuliañ Jeruzalem, evit gwelout pegement eo he ledander ha pegement eo hec'h hirder.

Ver Capítulo



Zakaria 2:2
10 Referencias Cruzadas  

Ar gordenn-rezañ a vo astennet c'hoazh war-eeun betek krec'h Gareb, hag e troio etrezek Goad.


Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.


Hag e kemerot evel domani-kêr pemp mil a ledander war bemp mil warn-ugent a hirder, a-hed al lodenn santel savet. Evit holl di Israel e vo.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.


Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Da belec'h e kasont an efa?


Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez?


Roet e voe din ur walenn heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.