D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:
Zakaria 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'ar pevare deiz warn-ugent eus an unnekvet miz, a zo miz Shebad, en eil bloaz eus Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout: |
D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.
evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.