Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ.
S. Jakes 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ra c’houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ra c’houlenno gant feiz, hep kaoud douetans; rag an hini hen deuz douetans, a zo henvel ouz eun tarz‐mor a vez hijet gant an avel ha taolet aman hag ahont. |
Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ.
Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc’hemenn ac’hanon da vont da’z kavout war an doureier.
evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.
Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.
Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.
Pedenn ar feiz a saveteo ar c’hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec’hedoù, e vint pardonet dezhañ.
Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic’houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.