Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
S. Jakes 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ra zeuio ar basianted da gas hec’h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet hep mankout e netra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h. |
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.
Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c’hoazh?
Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.
Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.
Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
Met an hini n’emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac’haet en deus glanidigezh e bec’hedoù tremenet.