S. Jakes 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o c’houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o c’houzout penaos an amprouv euz ho feiz a zigas ar batianted. |
Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit,
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.
evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.
gant ar c’houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,