evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.
Romaned 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel; |
evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.
Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?
Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,
Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,