Romaned 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned un dristidigezh vras am eus hag ur glac’har dalc’hus a zo em c’halon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) penaos em euz eun dristidigez vraz, ha ne baouez ket va c’halon da veza tourmantet. |
Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,
Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc’h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ.
Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.
Samuel ned eas ken da welout Saül betek deiz e varv, rak Samuel a reas kañv da Saül. Hag an AOTROU en doa keuz da vezañ lakaet Saül roue war Israel.