Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc’h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag beza ez euz kalz, hen lavaret em euz deoc’h alies, ha breman hen lavaran adare, en eur wela, hag a vale evel enebourien euz a groaz ar C’hrist;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 3:18
30 Referencias Cruzadas  

Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU pa grogas gant e zorn ennon, ha pa alias ac'hanon da chom hep kerzhout en hent ar bobl-mañ:


Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.


O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,


An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo an darouedenn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan; al lorgnez eo.


Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:


o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien.


un dristidigezh vras am eus hag ur glac’har dalc’hus a zo em c’halon.


Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel Krist.


Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket?


Rak skrivet em eus deoc’h en ur glac’har bras, va c’halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac’hariñ met evit reiñ da anavezout deoc’h ar garantez vras am eus evidoc’h.


n’eo ket ma’z eus unan all, met bez’ ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.


Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?


Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.


avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc’h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.


Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


o pediñ bepred evidoc’h holl gant levenez em holl c’houlennoù,


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos