N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Romaned 7:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag kemer a ran plijadur el lezen Doue, hervez an den a‐ziabarz; |
N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Setu perak e karan da c'hourc'hemennoù, muioc'h eget an aour, muioc'h zoken eget an aour glan.
Diwisket em eus va sae, penaos e wiskin anezhi en-dro? Gwalc'het em eus va zreid, penaos e louzin anezho en-dro?
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
an aberzhour a sello outo. Mar d-eo war groc’hen o c’horf tarchoù arwenn, emaint tarchoù o tispuilhañ war ar c’hroc’hen, glan int.
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.