Romaned 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak o vervel, eo marvet ur wech hepken evit ar pec’hed, met o vevañ, e vev evit Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag en eur vervel, eo bet marvet eur vech hep‐ken evit ar pec’hed; mes o veza beo, e vev evit Doue. |
C’hwi ivez eta, en em sellit evel marv d’ar pec’hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou.
o c’houzout penaos Krist adsavet a-douez ar re varv ne varvo ken. Ar marv n’en deus ken galloud warnañ.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d’ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c’hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.