Romaned 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag petra a lavar ar Scritur? Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis. |
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;
Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?
Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,
ha d’an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder.
An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc’hidi hepken pe evit ar re ziamdroc’h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder.
Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.
Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc’hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.
Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?