Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?
Romaned 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d-eo bet Abraham reishaet dre an oberoù, en deus lec’h da dennañ gloar, met nann dirak Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag mar d’eo bet justifiet Abraham dre an oberou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nann dirag Doue. |
Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?
Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?
Mar prezegan an Aviel, ne’m eus ket lec’h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc’het on d’henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!
Met e ran kement-se hag henn ober a rin c’hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.
N’en em erbedomp ket a-nevez dirazoc’h, met reiñ a reomp deoc’h lec’h da gavout gloar abalamour deomp, evit ma c’hellot respont d’ar re en em ro gloar en diavaez ha nann er galon.
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
Jozue a lavaras d'ar bobl: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ho tadoù, Terak, tad Abraham ha tad Nakor, a oa o chom gwechall en tu all d'ar stêr, hag a servije doueoù all.