Romaned 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset. |
Ma n'ouzout ket-se, o te ar gaerañ e-touez ar merc'hed, kae war roudoù an tropell, ha laka da c'havrigoù da beuriñ e-kichen teltennoù ar vesaerien.
Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,
Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n’eo ket bet graet da Abraham pe d’e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.
Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantañ. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc’h? Ha n’hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoù?
Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,