Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
Romaned 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Erbediñ a ran deoc’h Foebe hor c’hoar, diagonez eus Iliz Kenkre, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Recommandi a ran deoc’h Phœbe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea; |
Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.
Hag en em lakaat a reomp a-nevez d’en em veuliñ hon-unan pe ezhomm hon eus, evel hiniennoù, eus lizhiri-erbediñ evidoc’h pe eus ho perzh?