Romaned 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou. |
An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.
An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.
o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,