Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Romaned 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se pep hini ac’hanomp a rento kont da Zoue evitañ e-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he‐unan. |
Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour.
Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.