Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 11:9
41 Referencias Cruzadas  

Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.


Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.


War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!


Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .


Mar o deus distroet va c'hammedoù diouzh an hent, mar he deus va c'halon heuliet va daoulagad, mar ez eus ur saotr bennak staget ouzh va daouarn,


Met va fobl n’he deus ket selaouet ouzh va mouezh, Israel n’eo ket fellet dezhañ sentiñ ouzhin.


Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,


Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.


Da ziwezhañ, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.


Anavezet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen hag aes e-pad e vuhez.


Lavaret em eus em c'halon: Doue a varno an den reizh hag an den fall, rak eno ez eus un amzer evit pep mennozh hag evit pep oberenn.


Gwelloc'h eo ar pezh a zo gwelet gant an daoulagad eget ar c'hoantoù goullo. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.


Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.


Mat eo d'an den dougen ar yev e-pad e yaouankiz.


Met an hini a raio-se a zorn savet pe henvroad pe diavaeziad, e tismegañso an AOTROU; an den-se a vo lamet a-douez e bobl.


O kaout ar pempilh, o welout anezhañ, ho po soñj eus holl c'hourc'hemennoù an AOTROU hag e heuliot anezho, ha ne heuliot ket ho kalonoù hag ho taoulagad evit kouezhañ er gasterezh.


Ael an AOTROU a lavaras: Perak ec'h eus skoet gant da azenez teir gwech? Setu ez on deuet evit enebiñ ouzhit, rak un hent fall dirazon a heuliez.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.


En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan,


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa’z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos