Romaned 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes en em viskit euz an Aotrou Jesus‐Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall. |
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.
An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig.
Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,