Romaned 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha David a lavar: Ra vezo ho zaol evithe eur roued hag eur pech, eun occasion da gweza, hag ho recompans; |
Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.
Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.
Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c'henel? eme an AOTROU. Me a laka da c'henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.
Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?
N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.
Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.
Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh,