Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
Romaned 11:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma’z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel‐se Israel holl a vezo salvet, hervez ma’z eo scrivet: Al liberatour a zeui euz a Sion, hag a bellaio euz a Jacob peb impiete; |
Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
O! Piv a roio eus Sion an dieubudigezh da Israel? Pa zegaso en-dro an AOTROU prizonidi e bobl, e vo ur joa vras gant Jakob, ha levenez gant Israel.
Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.
An dasprener a zeuio evit Sion, evit ar re en em zistroio diouzh o disentidigezh e Jakob, eme an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Hag e c'hoarvezo ma vo salvet piv bennak a c'halvo anv an AOTROU, rak ar silvidigezh a vo war Venez Sion hag e Jeruzalem, evel m'en deus lavaret an AOTROU, hag e-touez an nemorant a vo galvet gant an AOTROU.
hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.
Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.