Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 hag houman eo an allians a rin ganthe, pa lammin kuit ho fec’hejou.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:27
12 Referencias Cruzadas  

Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c’halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c’hoazh:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos