Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!
Romaned 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue; he c’harventez e‐kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver‐te, mar kendalc’hez en he vadelez; anez, te ive a vezo diskolpet. |
Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!
Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.
Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.
Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazañ hag e varvo. Dre ma na'z po ket e gemennet, e varvo en e bec'hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c'houlenno e wad eus da zorn.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc’hit em ger, emaoc’h e gwirionez va diskibien.
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
rak ma n’en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
hag oc’h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc’h. Anez o pefe kredet en aner.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.
Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.
Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.
Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.