Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 3:6
46 Referencias Cruzadas  

Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!


Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.


En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac’har. Kendalc’hit er bedenn.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,


Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,


hag o vezañ ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue,


Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.


Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.


Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.


Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c’hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.


Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,


evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?


Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:


met da vihanañ, dalc’hit start ar pezh hoc’h eus betek ma teuin.


D’an hini a drec’ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù.


Setu, dont a ran prest. Dalc’h start ar pezh ac’h eus evit na gemero den da gurunenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos