Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?
Romaned 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N’eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d’ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Her goulen a ran eta: Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza? Doue ra viro! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe. |
Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?
Ne gavan plijadur ebet e marv an hini a varv, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, ha bevit!
Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?
Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!
Evel ma’z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc’h.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Met e lavaran: Ha n’en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc’h dre ur vroad diskiant.
Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N’eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.
Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl.
en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m’o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc’h.