Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Met e lavaran: Ha n’en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc’h dre ur vroad diskiant.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Me her goulen c’hoas: Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger‐ze? Da genta Moises a lavar: Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 10:19
19 Referencias Cruzadas  

Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.


Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c'hoad ne gelenn nemet mogidelloù.


Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!


Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.


Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N’eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d’ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno.


o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho.


evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.


Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!


Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d’an idol un dra bennak.


Ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d’ar re n’o deus netra? Petra a lavarin deoc’h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac’hanoc’h evit kement-se.


Gouzout a rit penaos pa oac’h paganed, e oac’h douget d’an idoloù mut, hervez ma oac’h renet.


Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.


Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n’o defe ket,


Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos