Romaned 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pe: Piv a ziskenno en donder? Lakaat Krist da adpignat a-douez ar re varv eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pe c’haos: Piou a ziskenno e calon an douar? Kement‐se eo lakaad ar C’hrist da zevel adouez ar re varo. |
an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.
An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.