Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel‐hen: Na lavar ket en da galon: Piou a bigno en env? Lavaret kement‐se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane;
Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.