hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.
Romaned 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag rei a ran an desteni‐man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue; mes eur zêl heb anaoudegez; |
hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.
Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N'aspedont ket an AOTROU,
Un ene hep anaoudegezh n'eo ket un dra vat, hag an hini a hast buan war e dreid a bec'h.
En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.
Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.
o krial: Tud a Israel, sikourit ac’hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec’h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec’h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec’h santel-mañ.
Selaou a rejont anezhañ betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevañ.
Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m’emaoc’h-c’hwi holl hiziv.
Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d’o galloud,
ha penaos ez aen pelloc’h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù.
Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din.
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc’h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz.