Romaned 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, evit kaoud ar zilvidigez. |
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c’hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.
Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.