Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.
Romaned 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Breudeur, c’hoant va c’halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Breudeur, dezir va c’halon, ha va feden da Zoue evit Israel, eo ma vezint salvet. |
Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.
Az pez soñj eus Abraham, Izaak hag Israel, da servijerien, az poa touet dezho ennout da-unan o lavarout: Kreskiñ a rin ho lignez evel stered an neñvoù hag e roin d'ho lignez an holl vro-se, am eus komzet diwar he fenn, hag e vo dezho da viken.
Ha me ne'm eus ket nac'het bezañ mesaer war da lerc'h, ha ne'm eus ket c'hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloù a zo bet dirazout.
Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h soñj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Met an testeni a resevan n’eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet.
Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.
hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.
Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.
Samuel ned eas ken da welout Saül betek deiz e varv, rak Samuel a reas kañv da Saül. Hag an AOTROU en doa keuz da vezañ lakaet Saül roue war Israel.