An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Romaned 1:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, evel n’ho doa sourci e‐bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus. |
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.
Rak heskinañ a reont an hini ac'h eus skoet, hag e tisklêriont glac'har ar re ac'h eus gouliet.
Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.
evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.
Evel-se ivez em eus roet dezho reolennoù divat ha barnedigezhioù ne c'hellent ket bevañ drezo.
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma’z eo skrivet warni: D’un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc’h.
Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.
Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,
rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.
Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc’hoantoù o c’halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c’horfoù o-unan,
Setu perak Doue en deus o laosket da c’hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c’hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur.
Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,
na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.
Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c’hourc’hemenn dit ar pezh a zo dereat,
Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,