Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.
Romaned 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc’h-c’hwi ivez, ar re a zo e Rom. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze, en kement ha m’az eo em galloud, ez oun prest da annons an Aviel deoc’h‐hu ive, pere a zo e Rom. |
Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.
Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!
Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c’horf evit ar beziadur.
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat!
Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec’h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet,
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.