Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 En em dleout a ran d’ar C’hresianed kenkoulz ha d’ar Varbared, d’ar re ouiziek kenkoulz ha d’ar re ziouiziek.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Dleour oun d’ar Greked kerkoulz ha d’ar Varbared, d’an dud gwiziec kerkoulz ha d’ar re ignorant.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:14
31 Referencias Cruzadas  

Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?


C'hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c'hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


An annezerien a ziskouezas en hor c’heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d’ar glav a gouezhe ha d’ar yenijenn.


Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d’egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


Oc’h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.


Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn.


Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.


Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig evit bevañ hervez ar c’hig.


Ma n’ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon.


Anez, mar bennigez er spered, penaos e c’hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da’z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?


Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d’ar re a zo speredel.


N’en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ fur er c’hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.


Ne gredomp ket en em heñvelaat pe en em geñveriañ ouzh hiniennoù e-touez ar re en em veul o-unan. Met oc’h en em vuzuliañ o-unan drezo o-unan hag oc’h en em geñveriañ o-unan outo o-unan, e tiskouezont n’o deus skiant ebet.


Rak e c’houzañvit a volontez vat ar re foll, c’hwi o vezañ fur.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos